Breizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||
| Ger-ardamez : Kentoc’h mervel eget bezañ saotret |
|||
Breizh hag ar broioù amezek dezhi |
|||
| Yezh vroadel | Brezhoneg | ||
| Kêr-benn | Roazhon ha Naoned (kêrioù-penn melestradurel), Naoned ha Gwened (kêrioù-penn istorel) | ||
| Prezidant rannvro Breizh | Jean-Yves an Drian | ||
| Prezidant departamant Liger-Atlantel | Patrick Mareschal | ||
| Prezidant rannvro Broioù al Liger | Jacques Auxiette | ||
| Kan broadel | Bro gozh ma zadoù | ||
Breizh a zo anezhi ur vroad europat. Ur vro geltiek eo. Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Gall da-heul koll arme Breizh a-enep da arme Rouantelezh Bro-C'hall war dachenn emgann Sant Albin-an-Hiliber e 1488. Chomet eo Breizh emren betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù. Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit un darn anezhi.
Taolenn |
[kemmañ] Div rannvro
Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel.
- en eil anezho, a zo anvet rannvro Breizh, e kaver peder pemvedenn eus ar vro (kêr-benn Roazhon),
- en eben (Broioù-al-Liger) eo bodet departamant breizhek Liger-Atlantel ha departamantoù gall (Sarthe, Maine-et-Loire, Vañde, Mayenne). E Breizh (Naoned) emañ kêr-benn Broioù-al-Liger ivez.
Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all...), he yezh (ar brezhoneg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.
Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e penn kornôkañ Europa war un tiriad strategel-kenañ, etre ar Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika.
[kemmañ] Istor
- Pennad pennañ : Istor Breizh
Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa e mare diskar an Impalaeriezh roman, met e kaver roudoù niverus obererezhioù an Den a zo bet kavet e takadoù tostañ an aodoù ha war an inizi peurvuiañ. Roudoù un tan elumet 500 000 bloaz 'zo a zo bet kavet e Ploeneg (Kerne - Penn-ar-Bed), ar re koshañ kavet en Europa. War Enez-Eusa ez eus bet meur a monedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kt JK e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein : peulvanoù, mein sonn, taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras a-walc'h, seul vui m'eo roc'hellek-tre an douar.
[kemmañ] Douaroniezh
- Pennad pennañ : Douaroniezh Breizh
Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).
[kemmañ] Yezhoù
[kemmañ] Lennegezh Breizh
- Lennegezh vrezhonek
- Roll skrivagnerien Skol Walarn
- Roll skrivagnerien Emgleo Breiz
- Skol Walarn
- Roll skrivagnerien Al Liamm
[kemmañ] Rannvro Breizh
Lod eus Breizh 'zo e rannvro Breizh. Implij a ra ar rannvro-se an anv "Breizh" eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.
Ul logo nevez zo bet krouet gant ar rannvro-se e 2005 :
[kemmañ] Rannvro Broioù al Liger
Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù-al-Liger (departamant al Liger-Atlantel).
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Skeudennoù: Tro Breizh gant luc'hskeudennoù
- Bretagne.com
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek - Rouantelezhioù brezhon - Enez Vreizh - Galia
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |